Ar stajoù-hañv

An deskiñ dre stajoù-hañv a zo unan eus an diskoulmoù evit an dud, forzh peseurt live a vehe ganto o deus c'hoant da zizoloiñ ar yezh pe mont war-raok gant ar brezhoneg en un endro vakañsoù : ha plijout a rafe deoc'h deskiñ ar yezh ha war un dro pourmen, dañsal pe kemer perzh e atalieroù a-bep-seurt ?

Mont war-raok e brezhoneg... en ur vakañsiñ ! Setu ar pezh a vez kinniget get 6 framm ezel eus Deskiñ d'An Oadourien. En tu all ad 450 den o deus dibabet an doare-mañ evit mont war-raok e brezhoneg ar bloaz tremenet. Setu ur feson da zeskiñ fonnus, e-pad ur sizhunvezh hag en un en-dro vakañsoù !

16 staj a vo aozet e Breizh a-bezh e 2019 : An Oriant, Brest, Douarnenez, Karaez, Kastellin, Kemper, Kernaskleden, Plijidi, Melioneg (56), Plistin, Roazhon,  Sant Ervlan (44) ha Sant-Marzin-war-ar Maez (29). Degemeret e vez an holl, adal al live deraouad betek al live barrek... gant ma chomo plas ! Ha perak ket mont d'ober ur staj ha lakaat ho pugel/ale d'ober ur c'hamp vakañsoù nepell ? Kit e darempred gant DAO evit gouzout hiroc'h !

verso skritell SH

 

pdfKinnig 2019 da bellgargañ amañ

 

 

Setu amañ da-heul listenn ar stajoù a oa kinniget e 2019 :

 

Deiziadoù Lec'h Live(où) Aozer
07/07>13/07/19 Kastellin Adal A2 (dre soubidigezh) KEAV
08/07-12/07/19 Kemper Holl liveoù Roudour
14/07>20/07/19 Kastellin Adal A2 (dre soubidigezh) KEAV
08/07>12/07/19 Naoned/St Ervlan Adal B1 (dre soubidigezh) Skol An Emsav - Kentelioù An Noz
15/07>20/07/19 Douarnenez Holl liveoù Roudour

15/07>19/07/19

Plijidi Holl liveoù Studi ha Dudi
15/07>19/07/19 Roazhon Holl liveoù Skol An Emsav
22/07>26/07/19 St-Martin-War-ar-Maez Holl liveoù Roudour
22/07>26/07/19 Kernaskledenn Adal B1 (dre soubidigezh) Skol An Emsav
29/07>02/08/19 An Oriant Holl liveoù Roudour
05/08>09/08/19 Karaez (war varc'h-houarn) Holl liveoù Roudour
12/08>16/08/19 Brest Holl liveoù Roudour
19/08>23/08/19 Karaez Holl liveoù Ar Falz
19/08>23/08/19 Plistin Holl liveoù Roudour
26/08>30/08/19 Melioneg Holl liveoù Roudour
27/08>31/08/19 Kemper Holl liveoù Roudour

Klask ur stummadur

Koumanantit da Bretons !

Koumanantit da "Bretons",
profitit eus kinnig dreistordinal DAO !

(-41%! 38€ e lec'h 64.90€)

bretons logo

War eeun dre lec'hienn bretons.bzh (kod DAO2018)
Pe o voullañ hag o kas ar fichenn amañ-stag.